en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dour-beuz a zo evit an eil gwech e Kemper e 2026

Dour-beuz a zo evit an eil gwech e Kemper e 2026

Kenderc'hel a ra ar gwall-amzer e Breizh ha gant-se, an dourioù-beuz e war vord al Bloavezh, e Pondi, al Laita, e Kemperle, pe c'hoazh ar stêr Deir e Kemper. Dec'h da noz e oa bet kelaouet annezidi ar gumun gant ar servij « infos crues » e vefe serret hiziv kae an Oded adalek 7e mintin hiziv, koulz ha parklec'h ar Providence e kreiz-kêr. Kroget e oa an dour da ziverañ eus e naoz e fin ar mintinvezh. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h...

Dic'hlannet eo stêr al Laita ivez war ar c'haeoù adarre goude mern e Kemperle. Un nebeud tiez a zo bet beuzet e kêr Malastraed ouzhpenn 'se, e-kichen Ploermael, ha kendec'hel a raio live ar stêr Oud da greskiñ eno betek fenoz.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio